Deraouekaat a ra an askouezh digoust-mañ ar mod «On Screen Display» evit Windows Live Messenger.
Gantañ e vez lennet ganeoc'h, end-eeun, an holl gemennadennoù oc'h erruout war ho skramm hep digeriñ an disterañ prenestr kendivizout !
Respontet e vo d'ho kendivizourion un tamm diwezhatoc'h en ur heuliañ ho kendivizoù ! Neuze ne viot ket direnket e-pad ho labour (da skouer)...
Klikit da welout ar skeudennoù gant o ment klok !
Handelv nevez 2.6 !
2007-05-27 : A-benn hizivaat bremañ, heuliañ an titouroù staliañ amañ dindan...

(...ha n'ankouait ket kuitaat hag adloc'hañ Live Messenger !)
Kefluniadur Izek
Ret eo deoc'h bezañ staliet Live Messenger !
Klikañ
amañ
evit an hizivaat mard emaoc'h oc'h ober gant MSN Messenger c'hoazh.
Amprouet gant berzh dre :
- Microsoft Windows XP Service Pack 2 (SP2)
- Microsoft Windows Vista
Pellgargañ hag Staliañ
Da gentañ,
pellgargit ar meziant staliañ diouzh hon dafariad :
Erounit ar restr pellgarget ha gortoz betek ma vo peurechu ar staliañ...

Bremañ kuitaat Windows Live Messenger (a-hend-all ne vo ket erounezet ar c'hemmoù) :

Adloc'hañ Windows Live Messenger ha neuze diuzañ Tools > Options (Ostilhoù > Dibarzhioù) :

Bremañ e welit un ivinell nevez anvet "Add-ins" (Askouezhioù).
Diuzañ an ivinell-mañ ha klikañ war "Add to Messenger..." (Ouzhpennañ da Messenger) :

Furchal betek "C:\Program Files\Nicolas MERLET\WLM OSD Plugin" ha digeriñ "WLM_OSD_Plugin.dll" :

Serriñ pep tra nemet prenestr pennañ Live Messenger, ha deraouekaat an askouezh diouzh lañser ar Status (Stad) :

Echu eo ! Plijadur deoc'h...
Kefluniadur
Tizhet e vez arventennoù kefluniañ zo dre Tools > Options > Add-ins tab (Ostilhoù > Dibarzhioù > Ivinell) an askouezh :
Copyright (c) 2007, MERLET - IT Consulting & Web Development - All rights reserved

Special thanks to SD-France
for providing us with this download server for free !
This breton translation by An Drouizig
(Korvigelloù an Drouizig) and
Michel Mermet (Skolius)
Windows Live is a registered trademark of Microsoft Corporation.
We are not affiliated in any way with Microsoft Corp.